en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 25 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 25 a viz Even 2026

Kinniget eo bet keleier ar mintinvezh gant Metig Jakez-Vargas

Gervel a ra sindikadoù dour da ziwall gant ar mod da veveziñ an dour

Dindan diwall sec’hor emañ Breizh ha departamant Penn-ar-Bed e miz Even. Sec’h eo ‘vit an deizioù gant an amzer gor ivez evel just, dre se e ya an dour da diaezhennañ. Neuze e c’hallfe mankout dour ‘bar vro. Se zo kaoz e c’halv sindikadoù dour an holl dud da diwall gant ar mod da veveziñ an dour. Muioc’h a ditour gant Pol Salaun zo ijinour ‘ba servij publik an Dour e bro Montroulez.

An amzer c'hor a c'hell bezañ diaes da c'houzañv evit ar poupigoù

Ar re vihanañ n'int ket gouest da lavaret p'o deus sec'hed da skouer ! Klervi Lescop, renerez ar vagouri « Les p'tits babadins » e Kemperle, a zispleg deomp penaos e reont war dro ar poupigoù eno.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Daou grenn-douar bras zo bet e bro Venezuela dec'h

- Hiziv e vo uhel bras an temperadurioù e Breizh c'hoazh

- Ouzhpenn 68 000 tiegezh e bro Gerne zo bet lakaet diaes gant un troc'h tredan bras dec'h

- Goulenn groñs a ra strollad Sant-Pêr bezañ klevet gant renerezh an deskadurezh katolik

- Poent eo lakaat harz d'ar gourelouriezh eme teir senedourez

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio